C'hwezigellad

Ar c'hwezigellad a vez graet eus droug ar c'hwezigell. Ar c'hleñved-se zo un danijenn eus ar c'hwezigell degaset gant bakteriennoù zo (kolibazhelloù a gaver en un doare naturel er bouzelloù) peurliesañ met gallout a ra bezañ degaset gant un dra bistrius : louzeier a-enep ar c'hrign-bev pe skinouriezh. C'hoarvezout a ra aliesoc'h gant ar merc'hed, dre ma'z eo berroc'h o c'han-troazhañ, ha ma kresk ar riskl da gontammiñ pe da vulumañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy